Priorelezhioù jediñ

I
Eztaolioù gant kromelloù
Perzh 1 :
Jedet 'vez da gentañ an eztaolioù etre kromelloù.
Skouer 1 :
$A= 3 \times (5+ (6 - 5 ))$ Gwelet e vez ur re gromelloù kentañ, enne ur re gromelloù all, kroget e vo gant ar re-se.
$A= 3 \times (5+ \underline{(6 - 5 )})$ Jediñ a ran neuze $6 - 5 $
$A= 3 \times \underline{(5+1)}$ Jediñ a ran $5+1$ da c'houde peogwir emañ etre kromelloù.
$A= 3 \times 6$
$A= 18$
II
Eztaolioù hep kromelloù
Perzh 1 :
Ar briorelezh a vez gant al liesadoù hag ar rannadennoù da geñver ar sammadoù hag al lamadennoù. Jedet e vo anezhe da gentañ.
Skouer 1 :
Priorelezh d'al liesad da geñver ar sammad
$A= 4+ \underline {5 \times 2} $
$A= \underline{4+ 10} $
$A= 14 $
Perzh 2 :
Ma vez nemet sammadoù ha lamadennoù en eztaolioù e jeder eus an tu kleiz d'an tu dehou.
Ma vez nemet liesadoù ha rannadennoù en eztaolioù e jeder eus an tu kleiz d'an tu dehou.
Skouer 2 :
$A= \underline{10+5} -7+2$
$A= \underline{15-7} +2$
$A= \underline{8+2} $
$A=10$
$B = \underline{10 \times 7} : 5 $
$B = \underline{70 : 5} $
$B = 14$
Perzh 3 :
Ma vez nemet sammadoù en eztaolioù e jeder gant an urzh hon eus c'hoant.
Ma vez nemet liesadoù en eztaolioù e jeder gant an urzh hon eus c'hoant.
Skouer 3 :
$A=122+45+78$ Aesoc'h eo kregiñ gant 122 et 78 ha gallout a ran sammañ anezhe peogwir ez eus nemet sammadoù.
$A=200+45$
$A=245$
$ B = 5 \times 8 \times 2 $ Gallout a ran kregiñ gant 5 ha 2 ha gallout a ran liesaat anezhe peogwir ez eus nemet liesadoùs.
$ B = 10 \times 8 $
$ B = 80 $
Skouer 4 :
III
Geriaoueg
Termenadur 1 :
— Graet e vez somm eus disoc'h ar sammad, an niveroù sammet a vez anvet termoù.
— Graet e vez diferañs eus disoc'h al lamadenn, an niveroù lemet a vez anvet termoù..
— Graet e vez produ eus disoc'h al liesad, an niveroù liesaet a vez anvet produoù.
— Graet e vez kosiant eus disoc'h ar rannadenn.
Skouer 1 :
$A=4+5\times 6$ a zo ur somm peogwir e vez graet ar sammad d'an diwezhañ.

QUIZZ

Klikañ war ho respontoù.
7 + 3 x 7 =283170
5 x (6 + 3) + 5 =385070
7 + 3 x 5 + 5 =5510027
40 - 28 + 2 =101424
Ar briorelezh a vez gant al liesad da geñverar rannadennal lamadennar c'hromelloù
Ar briorelezh a vez gant ar c'hromelloù :a-wechoùmorsebepred
Ar briorelezh a vez gant ar sammad da geñver al lamadenn :NannYaSe 'zo diouzh an degouezh
Ar briorelezh a vez gant ar rannadenn da geñver al liesadNannYaSe 'zo diouzh an degouezh
7 + 3 x 4 - 3 x 4 =7280
24 - 4 x 5 + 4 =10480